Radio Breizh
banner
radiobreizh.bsky.social
Radio Breizh
@radiobreizh.bsky.social
📻 Porched ar radioioù kevredigezhel e yezhoù Breizh
Le portail des radios associatives en langues de Bretagne
Le portâil en berton e galo
#bzhg #gallaoueg
💫 Emañ ar Festival Fisel o tont e Rostrenn ! 
🎛️ War-eeun eus ar festival e vo Radio Kreiz Breizh etre an 29 hag an 31 a viz Eost ! Chomit war evezh !
August 28, 2025 at 10:01 AM
🎬 Adalek warc'hoazh e vo @radiokerne.bsky.social war-eeun eus Gouel ar Filmoù e Douarnenez !
🌿 Selaouit, etre an 18 hag an 21 a viz Eost, etre 5e ha 6e, an abadennoù savet eus ar festival ! Ar bloaz-mañ e vo lakaet war-wel Pobloù Amazonia e-kerzh ar gouel.
August 17, 2025 at 10:01 AM
🤘 Emgav er Motocultor gant @radiokerne.bsky.social an dibenn-sizhun-mañ !
📻 D'ar 16 ha 17 a viz Eost, etre 5e ha 6e, selaouit an abadenn war-eeun eus ar festival dre gwagennoù ar pemp radio e brezhoneg !
August 14, 2025 at 10:02 AM
🌊 E Gouel an Arvor e vo Radio Bro Gwened etre ar 14 hag ar 17 a viz Eost !
💫 Heuliit ar festival dre ar gwagennoù asambles ganto !
August 13, 2025 at 10:02 AM
✨ D'ar 5 ha d'ar 7 a viz Eost, etre 7e ha 7e30, e vo Radio Bro Gwened war-eeun eus Gouel Etrekeltiek an Oriant ! 

📻 Skignet e vo abadennoù Radio Bro Gwened war-eeun eus ar festival dre ar pemp radio e brezhoneg !
August 3, 2025 at 10:01 AM
☀️ Emgav d'an 2 ha d'an 3 a viz Eost, etre 5e ha 6e, evit heuliañ asambles gant Radio Kerne festival Penn-ar-Bed e Krozon ! 

💥 Skignet e vo abadennoù Radio Kerne war-eeun eus ar festival dre ar pemp radio e brezhoneg !
July 31, 2025 at 10:01 AM
💫 Emgav etre ar 17 hag an 20 a viz Gouere, etre 5e ha 6e, evit heuliañ asambles gant Radio Kreiz-Breizh festival an Erer Kozh e Karaez ! 

🤩 Skignet e vo abadennoù Radio Kreiz-Breizh war-eeun eus ar festival dre ar pemp radio e brezhoneg !
July 15, 2025 at 10:30 AM
🤩 2 abadenn a oa bet kinniget gant ar 5 radio e brezhoneg war-eeun eus @gbbfest.bsky.social e Maner Kernod e Mellag !
💫 Un abadenn d'ar Gwener noz evit an Taol-lañs & un abadenn d'ar Sadorn noz.
☀️ Plijadur a oa bet hag ur bern tud pedet !

🎧 Selaouit an abadennoù en-dro dre lec'hienn Radio Breizh !
July 9, 2025 at 10:33 AM
✨ 2 eurvezh abadenn a oa bet kaset disadorn gant ar pemp radio e brezhoneg war-eeun eus Maner Kernod, ul lec'h istorel e Mellag evit @gbbfest.bsky.social ▶ www.radiobreizh.bzh/episode/74875
July 8, 2025 at 5:16 PM
🎪An dibenn-sizhun dremenet e oa ar 5 radio war-eeun eus @gbbfest.bsky.social !

📻D'ar Gwener evit an Taol-lañs e oa bet un abadenn gt E. Blanchard, M. Jakez-Vargas, P. Ferog & Yann Boishardy ▶ www.radiobreizh.bzh/episode/74881

🎚An teknik a oa bet graet gt Bruno, Clément & Nicolas eus Radio BOA !
July 7, 2025 at 2:26 PM
📻Kelaouadenn ar sizhun📻

🚗Nevez ‘zo ‘oa bet votet gt deputed Frañs fin an takadoù gt otoioù a gas nebeut a CO2 d’an aer, an takadoù anvet ZFE. Anv al lezenn eo « Simplaat ar vuhez ekonomikel », ul lezenn n’a ket d’an ekologourien puur ‘oa ar pal gwellaat stad an aer ha yec’hed an dud war un dro.
July 3, 2025 at 10:02 AM
🎉E @gbbfest.bsky.social e vimp gant ar 5 radio an dibenn-sizhun a zeu evit kinnig abadennoù war-eeun eus ar gouel !
🔸 04/07 : war-eeun eus an Taol-lañs etre 7e30 hag 11e30
🔸 05/07 : war-eeun eus GBB etre 5e ha 7e gant tud pedet tro-dro d'an daol !

Ma fell deoc'h bezañ a-youl vat, skrivit da GBB !
Setu teaser GBB
𝙑𝙤𝙞𝙘𝙞 𝙡𝙚 𝙩𝙚𝙖𝙨𝙚𝙧 𝙙𝙚 𝙂𝘽𝘽
3 devez bodadeg bras ar brezhonegerien.ezed evit bevañ e brezhoneg ha dizoleiñ arzourien.ezed a-feson 🤩 Arabat gortoz !
3 𝘫𝘰𝘶𝘳𝘴 𝘥𝘦 𝘧ê𝘵𝘦 𝘱𝘰𝘶𝘳 𝘳é𝘶𝘯𝘪𝘳 𝘭𝘦𝘴 𝘣𝘳𝘪𝘵𝘵𝘰𝘱𝘩𝘰𝘯𝘦𝘴 𝘦𝘵 𝘭𝘦𝘴 𝘢𝘮𝘰𝘶𝘳𝘦𝘶𝘹.𝘴𝘦𝘴 𝘥𝘦 𝘭𝘢 𝘭𝘢𝘯𝘨𝘶𝘦, 𝘷𝘪𝘷𝘳𝘦 𝘦𝘯 𝘣𝘳𝘦𝘵𝘰𝘯,𝘥é𝘤𝘰𝘶𝘷𝘳𝘪𝘳 𝘥𝘦𝘴 𝘢𝘳𝘵𝘪𝘴𝘵𝘦𝘴 𝘦𝘹𝘵𝘳𝘢𝘰𝘳𝘥𝘪𝘯𝘢𝘪𝘳𝘦𝘴 🤩
July 2, 2025 at 9:39 AM
Reposted by Radio Breizh
Hep den a-youl vat, gouel ebet !

Ma ho peus un tamm amzer da brofañ, brezhonegerien pe get, bep dorn sikour a zo talvoudus. Degemer, aozañ, boued, tavarn, … plas'zo evit pep hini.

Asambles, lakomp war wel ar brezhoneg gant levenez ha madelezh !

Evit lakaat da anv : volunteo.com/fr/r/gouel-b...
May 27, 2025 at 6:19 PM
Reposted by Radio Breizh
Hep den a-youl vat, gouel ebet !
---
Envie d'être bénévole dans un chouette festival ?

Setu al liamm evit lakaat da anv / voici le lien pour t'inscrire : volunteo.com/.../gouel-br...
June 10, 2025 at 7:57 AM
🔸Emgav a roomp deoc'h d'ar 4/07 da 3e evit Emvod-Meur Brudañ ha Skignañ e Mellag, a-raok @gbbfest.bsky.social !

📻Komzet e vo eus ar bloavezh 2024, ar raktresoù, dilennet e vo ar c'huzul-merañ & evet e vo ur banne. Ma fell deoc'h kemer perzh e buhez ar gevredigezh e voc'h degemeret gt plijadur !
July 2, 2025 at 9:25 AM
Reposted by Radio Breizh
👍 Petra a vez graet eus « abonné·e » e brezhoneg ? Setu un nebeud gerioù evit komz eus ar rouedadoù sokial e brezhoneg !

📍 Sell en diaz termenadurel TermOfis en e bezh dre hor porched niverel hag hor geriaoueg er rouedadoù sokial !
July 1, 2025 at 8:30 AM
📻 Kelaouadenn ar sizhun 📻

🧒 Er mizioù tremenet ez eus bet lakaet ar gaoz er mediaoù war ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale gant an aferioù Betharam hag Ar Skouarneg da skouer. Muioc'h mui e klever komz ivez eus an insest, a vez gouzañvet gant ur bugel diwar dek d'an nebeutañ e Frañs.
June 26, 2025 at 10:04 AM
Reposted by Radio Breizh
YA D'AR BREZHONEG ✒️

Sinadur karta Ya d'ar #Brezhoneg gant ti-kêr Orvez !
Signature de la charte Oui à la langue bretonne par la Ville d'Orvault !

#BZHG
June 24, 2025 at 8:08 PM
🤘 En @hellfest.bsky.social e oa @radio-naoned.bsky.social an dibenn-sizhun dremenet.
🎙️ Atersadennoù video a oa bet graet ganto, kit war o rouedadoù da sellet !
🎥 KLEWELED

Saig a labour en #Hellfest2025 evit ar video-tapout !
Saig travail au @hellfest.bsky.social pour les captations vidéos.

#BZHG
June 25, 2025 at 10:44 AM
☀️ Krog eo an hañv ! Hag e abadennoù ispisial dre ho 5 radio e #brezhoneg : an abadenn Heklev an Hañv da glevout adalek an 30/06, Keleier ar Vro, hag abadennoù war-eeun eus ar festivalioù... Plijadur 'vo !

🤩 Adkavit amañ an ditouroù a-bouez evit gouzout pep tra diwar-benn kael programmoù an hañv 👇
June 25, 2025 at 10:38 AM
Reposted by Radio Breizh
Gant @radiobreizh.bsky.social on bet aterset dec'h diwar-benn ar sinadeg zo war lec'hienn ar sened da c'houlenn e rafe Breizh war-dro ar yec'hed www.radiobreizh.bzh/episode/74672 #bzhg
June 24, 2025 at 9:16 AM
📻Kelaouadenn ar sizhun📻

🏐Evit ar wech kentañ e oa aozet Kampionadoù Frañs mell-droad gouezeleg ‘ba Brest ! An dibenn-sizhun dremenet eo war-dro 700 c’hoarier·ez a oa war tachennoù Brest evit lakaat war wel sport brudetañ Bro-Iwerzhon.
June 19, 2025 at 10:03 AM
Reposted by Radio Breizh
Setu Ar Redadeg o erruout amañ evit lakaat an holl ac’hanoc’h da redek ganeomp evit ar brezhoneg ! Bezit prest d’hon heuliañ eus Lannuon da Naoned e miz Mae 2026.
www.ar-redadeg.bzh

#redadeg2026 #brezhoneg
June 16, 2025 at 1:13 PM
📻 Kelaouadenn ar sizhun 📻

🎙️ Desket o deus gopridi Ici Breizh Izel peder sizhun 'zo e vefe digresket a galz ar c'heleier e brezhoneg war gwagennoù ar radio publik. Setu c'hoant ar rener hag ar pennkazetenner atav evit gounit selaouerien ha selaouerezed nevez.
June 12, 2025 at 10:03 AM
🎾 Ha selaouet ho peus an abadenn "Sportoù" kinniget gant Erwan Blanchard endeo ?

🏀 Bep Gwener e lak war-wel ur sportourez, ur sportour, ur #sport, ur c'hleub pe un darvoud !

#bzhg
June 11, 2025 at 10:20 AM